| Bloavezhioù 1917 1918 1919 - - 1921 1922 1923 | |
| Dekvloaziadoù 1900 1910 - Bloavezhioù 1920 - 1930 1940 | |
| Kantvedoù XIXvet kantved - XXvet kantved - XXIvet kantved | |
| Milvedoù Iañ milved - Eil milved - IIIe milved |
Diwar-benn bloavezh 1920 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
- 10 a viz Genver: savet eo Kevredigezh ar Broadoù.
- 1añ a viz C'hwevrer: krouet eo ar South African Air Force.
- 7 a viz Meurzh : embann a reer dizalc’hiezh Siria, dindan renerezh ar roue Faisal Iañ Irak.
- 2 a viz C'hwevrer : feur-emglev Tartu zo sinet etre Rusia hag Estonia da lakaat fin d’ar brezel ha da anavezout dizalc’hiezh Estonia.
- 13 a viz C'hwevrer : mont a ra Suis e-barzh Kevre ar Broadoù.
- 24 a viz C'hwevrer : kinnig a ra Adolf Hitler e brogramm politikel e München dirak Strollad al labourerien alaman (Deutsche Arbeiterpartei), hag a zeu da vezañ Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei).
- 4 a viz Mezheven : sinadur feur-emglev Trianon, etre ar Gevredidi hag Hungaria.
- 15 a viz Mezheven : staget eo hanternoz Schleswig ouzh Danmark, goude ar poblvouezhiadegoù a zo bet e div lodenn eus Schleswig d’an 10 a viz C’hwevrer ha d’ar 14 a viz Meurzh 1920.
- 10 a viz Eost : sinadur feur-emglev Sèvres, etre Turkia hag ar Gevredidi.
- 10 a viz Here : poblvouezhiadeg e Karintia, da c’houzout ha fellout a ra d’an dud bezañ en Aostria pe e Yougoslavia.
- 12 a viz Du: sinet eo Feur-emglev Rapallo gant Italia ha Yougoslavia ; harzoù nevez zo termenet etre an div Stad.
- 11 a viz Du : ar Soudard dianav e Bolz-enor Pariz.
- 13 a viz Kerzu : krouidigezh ar merk madigoù Haribo gant Hans Riegel e Bonn]], alese an anv HAns RIegel BOnn.
- 30 a viz Kerzu : un disrann a c'hoarvez e Kendalc'h an SFIO ha krouet eo ar Section française de l'Internationale communiste.
- 16 a viz Mae : Janed Ark zo lakaet da santez gant an Iliz katolik roman.
- Yves Laloy, liver surrealist
- 17 a viz Eost : Maureen O'Hara, aktourez iwerzhonat, e Raghnallach, kontelezhh Dulenn († 24 a viz Here 2015 e Boise, Idaho, SUA).
Gwelet ivez :Rummad:Ganedigezhioù 1920
Gwelet ivez:Rummad:Marvioù 1920
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=1920&oldid=2183202 »
