Amerikan hag Amerikaned a vez graet
- eus tud pe traoù eus Amerika, ar c'hevandir a ya eus strizh-mor Bering betek Kab Horn
- Hennezh eo ster ar ger e genoù ar prezidant stadunanat Barack Obama pa laras : Todos somos Americanos! (Holl omp Amerikaned!) e miz kerzu 2014;
- dre aezamant, dre voaz, dre fazi ivez gouez da dud zo, ha dre levezon ekonomikel ha sevenadurel ar vro anvet Stadoù-Unanet Amerika, eus kement den pe kement tra a deu eus ar vro-se. Enebiñ ouzh implij ar ger en doare-se a ra tud broioù all ar c'hevandir. E brezhoneg e c'haller ober gant ar gerioù stadunanat ha Stadunanad.
En Europa evel er rannvedoù all avat e talc'her d'ober gant ar ger evit komz eus ar Stadoù-Unanet. E Bro-Spagn e vez graet nebeutoc'h avat, diwar skouer ar broioù eus ar c'hevandir amerikan a zo er c'hreisteiz d'ar Stadoù-Unanet.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| 👁 Image |
Ur bajenn disheñvelout eo homañ, da lavarout eo ur roll pennadoù hag a zo damheñvel o anv. Bremañ e c'hallit dibab ennañ ar pennad emaoc'h o klask. Mard oc'h bet degaset amañ dre ul liamm diabarzh en ur pennad e c'hallit kemmañ al liamm evit m'ho kaso war-eeun d'ar bajenn emaoc'h o klask. |
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Amerikan&oldid=1946985 »
