Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Doue | |
|---|---|
| 👁 Image Doue azezet e-kreiz, kelc'hiet gant un naer kelc'hiek o tebriñ e lost e-unan evel arouez kelc'hiadoù distro ar bloaz, Dornskrid gant De Ricci (1326) | |
| Meizad | |
| Studiet gant | Doueoniezh, Prederouriezh |
| Tost | Providañs |
| Kevret ouzh | Pedenn, Kredenn |
| Termenadur | Undoueegezh |
| Enebet | Dizoueegezh |
Lakaet e vez gant Mab-den dindan anv "Doue" ur boud hollvedel ha peurbadel, ha fiziet ennañ perzhioù-mat ar peurvadelezh speredel (karantez, justis, gwirionez, gouiziegezh).
Kefridi Doue zo, er gevredigezh denel, displegañ krouidigezh ar bed hag orin Mab-den. Dre hanterouriezh un Diouganer e tispleg Doue reolennoù a ranker sentiñ oute evit mont gant e hent hag anavezout an eurvad, er bed-mañ pe en ur bed all, goude ar marv. Dre ar feiz hag ar sentiñ dreist-holl e c'hell Mab-den anavezout bezañs Doue, da lavaret eo en ur vezañ kreder en ur relijion.
N'eo ket gant ar poell eta e tegemer Doue, un emzalc'h a laka tud nann-relijiel da vezañ Dizoue pe agnotisk ha soñjal ez eus kaoz aze eus mojennoù toull ha treuzwiskamant an tadelezh, evit derc'hel ar gevredigezh evel m'eo bet atav.
Ar ger Doue a zo ur ger a vez implijet pa vez anv a relijion hepken. Sell ouzh ar pennadoù war ar relijionoù.
Evit rein ur ster dezhañ e ranker mont war dachenn ar brederouriezh.
Hervez ar brederourien eo Doue "Tisavour an Hollved" (termenadur roet gant ar frañmasonerezh), "ar C'heflusker kentan" (Tomaz Akwino), "an hini a ro e urzh d'ar bed", da lavaret eo an urzhiataer (ster kozh), an Horolajer meur (Voltaire).
Doue ar Bibl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar Bibl eo bet krouet ar bed hag an den kentañ gant Doue. Doue zo unan, er c'hontrol d'ar relijionoù pagan a anavez meur a zoue, ha daoust d'an Testamant Nevez a embann ez eus tri ferson e doue. Doue zo eienenn ar vuhez. Divarvel eo, rak n'eus na deroù na diwezh dezhaén. Emañ e pep lec'h, ha n'eo ket en e demploù nag en e ilizoù hepken. Santel eo, da lavarout eo peurvat, ha kemenn a ra d'an dud kemer perzh en e beurvad.
-
Ar C'hrouiñ gant Lucas Cranach, tennet eus troidigezh ar Bibl gant Martin Luther e 1534
Doue e Yuzevegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar relijion yuzev, pe yuzeviezh, a zeul Doue anvet YHWH, Adonai a-wechoù
Doue an Islam
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Koran, levr santel an Islam
-
Doue en ur mazār, lec'h-bez ur sant (Al-Askari, Irak) : kaligrafiezh
