Dubrovnik (distaget [ˈdǔbroːʋniːk] e kroateg ; Ragusa en italianeg) zo ur gêr eus arvor Kroatia, e kreisteiz Dalmatia. Poblet e oa gant 42 615 a annezidi e 2011. Unan eus kreizennoù pouezusañ an touristerezh war aodoù Kroatia eo. Graet e vez "perlezenn Mor Adria" anezhi. Emañ war roll Glad bedel an UNESCO abaoe 1979.
A-viskoazh eo bet diazezet pinvidigezh Dubrovnik war ar c'henwerzh war vor. Er Grennamzer e oa Republik Ragusa unan eus ar pemp republik a oa er Mor Kreizdouar (gant Amalfi, Pisa, Genova ha Venezia), ha kendamouez a oa e Mor Adria etre Republik Ragusa ha Republik Venezia. Gant he finvidigezh e teuas da vezañ ur gêr a bouez er XVvet hag er XVIvet kantved.
Kêrioù gevellet ganti
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 👁 Italia
Ravenna (Italia) abaoe 1969 - 👁 Kroatia
Vukovar (Kroatia) abaoe 1993 - 👁 Aostria
Graz (Aostria) abaoe 1994 - 👁 Sveden
Helsingborg (Sveden) abaoe 1998 - 👁 Italia
Ragusa (Italia) abaoe 2000 - 👁 Alamagn
Bad Homburg (Alamagn) abaoe 2002 - 👁 Bosnia ha Herzegovina
Sarajevo (Bosnia ha Herzegovina) abaoe 2006 - 👁 Stadoù-Unanet
Monterey (Stadoù-Unanet) abaoe 2007
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Muioc'h a restroù diwar-benn
a vo kavet e Wikimedia Commons.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dubrovnik&oldid=1678766 »
