VOOZH about

URL: https://br.wikipedia.org/wiki/Kiprenez

⇱ Kiprenez - Wikipedia


Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Kiprenez
enezenn
Yezh ofisielgresianeg, turkeg 👁 Kemmañ
KevandirAzia, Europa 👁 Kemmañ
StadRepublik Kiprenez, Republik Turk Kiprenez an Norzh, Rouantelezh-Unanet 👁 Kemmañ
Kêr-bennNikozia 👁 Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+02:00 👁 Kemmañ
War riblLevantine Sea 👁 Kemmañ
Lec'hiadurEuropa 👁 Kemmañ
Daveennoù douaroniel35°0′0″N 33°0′0″E 👁 Kemmañ
Poent uhelañMount Olympus 👁 Kemmañ
Moneizeuro 👁 Kemmañ
Tu bleniañkleiz 👁 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.cyprus.gov.cy/ 👁 Kemmañ
Domani internet.cy 👁 Kemmañ
ContainsUnited Nations Buffer Zone in Cyprus 👁 Kemmañ
Deskrivet dreA trigonometrical survey of the island of Cyprus, Memorial of Nikos Kritikos, Zefyri 👁 Kemmañ
Istorhistory of Cyprus 👁 Kemmañ
Mobile country code280 👁 Kemmañ
Araogenn bellgomz ar vro+357 👁 Kemmañ
👁 Map

Kiprenez (gresianeg Κύπρος ; turkeg Kıbrıs) a zo un enezenn e reter ar Mor Kreizdouar, 75 km er-maez da aod su Turkia. He gorread a zo 9 251 km². Mar seller hepken ouzh an douaroniezh emañ en Azia, met degemeret eo ar vro evel ur vro eus Europa evit abegoù istorel, sevenadurel ha politikel.

E 1571 e voe staget an enez ouzh an impalaeriezh Otoman hag e chomas turk betek 1878, pa voe lakaet dindan dalc'h Breizh-Veur. Adalek 1931 e savas Kiprianed a-enep Breizh-Veur ha goulenn an Enosis, da lâret eo ar stagañ ouzh Gres. E 1960 e voe disklêriet ar Republik, gant an arc'heskob Makarios en he fenn. Met e 1964 e voe ret d'an ABU kas un nerzh e karg a zerc'hel ar peoc'h abalamour d'an dizemglev etre Gresianed (war-dro 82% eus poblañs an enez) ha Turked (18%). E miz Gouere 1974 e voe distroadet prezidant Kiprenez en un taol-Stad aozet gant renad koronaled Bro-C'hres, soñj gante kas an Enosis da benn. Un nebeud devezhioù goude ec'h aloubas Turkia norzh an enez ha derc'hel 36% eus gorread Kiprenez. Kalz a dud a voe rediet neuze da zilojañ, ar C'hresianed o vont da lodenn su an enez hag an Durked d'al lodenn norzh. E 1983 e tisklêrias al lodenn norzh he dizalc'hiezh (gant an anv Republik Turk Kiprenez an Norzh) met ne voe anzavet nemet gant Turkia.

Hervez ar gwir etrebroadel emañ an enezenn e dalc'h Republik Kiprenez, met e gwirionez n'eus nemet al lodenn su hag a zo e dalc'h ar republik-se. Ouzhpenn d'an div lodenn norzh ha su ez eus daou dakad soudardel dalc'het gant Breizh-Veur.