VOOZH about

URL: https://br.wikipedia.org/wiki/Mezegiezh

⇱ Mezegiezh - Wikipedia


Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Mezegiezh
tachenn studi, diskiblezh akademek, tachenn obererezh, penndanvez studi
Iskevrennad eusskiantoù ar yec'hed 👁 Kemmañ
Rann eusskiantoù ar vuhez 👁 Kemmañ
Tachenn obererezhioùindustrielezh ar prederioù yec'hed 👁 Kemmañ
Dezverket dreperzhioù mezegel 👁 Kemmañ
Istoristor ar vezegiezh 👁 Kemmañ
Entry in abbreviations tabletıp., Med 👁 Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.thenextweb.com/tnw/entity/medicine 👁 Kemmañ
Mastodon instance URLhttps://med-mastodon.com 👁 Kemmañ
Enebet ouzhmedisinerezh dazeilat 👁 Kemmañ
👁 Image
Bazh Asklepios, arouez ar medisinerezh.

Ar vezegiezh, pe "medisinerezh" diwar ar galleg, a zo ur skiant, un arz hag un teknik- hag eo bet gwelet evel un arz ivez hag a zo e bal studiañ korf an den hag e vont-endro evit ma vo miret pe adroet ar yec'hed d'ar glañvourien. Ur ger all a vez implijet gant lod : ar vezegiezh (eus mezeg, ur ger a gaver e krennvrezhoneg) hag e teu eus al latin medicus moarvat.

Eus ur vicher "lennegel" a c'helle bout lavaret deusouti betek ar bloazioù 2000, pe ivez unan e-touez ar micherioù "dre gomz", e teu-hi da vout ur c'halvezerezh da lavaret eo ur sammad anaoudegezhioù (diwar-benn ar c'horf, ar c'hleñvejoù, al louzeier modern, hag an doareoù arnevez ivez da blediñ ganto, diwar bouez implijout ardivinkoù nevesoc'h-nevesañ). Estreget komz zo d'ober. Ur skiant pleustrek-tre e teu ar medisinerezh da vout, diazezet war draoù fetis, war anaoudegezhioù amprouet, hag e c'houll teknikoù nevez bemdez, ken evit elfennoù korf an den, ken evit aesañ d'ar re glañv, ken evit merat ar roadennoù a ya d'ober dosier pep hini. Tremenet eo amzer ar medisinerezh lennegel a vefe lavaret, panevet en deus d'ober gant tud; n'eus ket anezho nemet korf, hogen ivez elfennoù spered ha bred, abeg a-walc'h da virout tachenn d'an 'arz'.

Rak-se ivez, ar vezeien hag a lared e oa dleet dezho sammañ kiriegezh, n'eo ket war ar palioù, met war an doareoù d'o zizhout, a bleg o c'hein bremañ rak pouez ar c'hemennoù hag a c'houl diganto e vent kiriek war ar palioù: ar c'hlañvour en deus droad da c'hoanagiñ ur serten derez disorc'h da barat ouzh an droug-mañ-droug- e-skoaz ergentaoù ev edo gouzañvat ar gevredigezh en he fezh a-fed disorc'hoù. Ouzhpenn youl vat hag emroüsted a vez gortozet, ha gourc'hemennet e vez ouzh atebeien ar medisinerezh, pe e vent ministred pe medisined, kaout krog war elfennoù diazezet ent-skiantel; ha respont d'ar goulennoù e kenkas ey aje a-dreuz doareoù plediñ gant sistem ar yec'hed, pe e savje kudenn gant emdroadur un doare oberata pe louzaouiñ, pe kelaouiñ. Evel e kement tachenn zo, ez eus birvidigezh er medisinerezh.