Brezhoneg
👁 Image
Etimologiezh
- Meneget er C'hatolikon (amser).
- Da geñveriañ gant ar gerioù amser «amzer gronologel» e kembraeg, anser «amzer gronologel» en hengerneveureg hag aimsir «amzer gronologel ha meteorologel» en iwerzhoneg.
- Deuet eus ar ger keltiek *amsterā «amzer gronologel», deveret eus *amos (en deus roet an iwerzhoneg am «amzer gronologel») a zeufe eus ar wrizienn indezeuropek *h₂emos «laziad» a gaver er ger hititek hamesha- «nevezamzer».[1]
👁 Image
Anv-kadarn
amzer /ˈãmzɛr/ benel, liester amzerioù
- (Kronologiezh) Endro dizidermen ma hañval an darvoudoù c'hoarvezout an eil da heul egile, ma hañval buhezioù ar boudoù tremen.
- Bezañ amzer.
- Amzer zo
- Bezañ amzer da ober un dra
- N'eus ket amzer da goll.
- Kaout amzer.
- Kaout amzer d'ober un dra
- N'em eus ket amzer da chom da c'hoari.
- bezañ, chom, labourat, dindan an amzer
- a bep amzer
- a-hed an amzer
- e pep amzer
- Ar seizh amzer
- Ar pevar amzer
- ur pennad amzer
- anvioù-kadarn a verk a amzer a bad: boutad, frapad , herrad, lajad ( laziad ), pennad, pennadig, pred, predad, reuziad;
- Bezañ amzer.
- (Yezhadur) Hollad ar furmoù verb a dalvez da verkañ ur c'heñver etre ar c'houlz ma vez eus ur stad, un ober, hag ar c'houlz ma taneveller ar stad, an ober-se.
- (Meteorologiezh) Stad an aergelc'h e koulz pe goulz, dreist-holl e-keñver al levezon war buhez hag obererezh an dud.
- anvioù-gwan a vez staget ouzh ar ger amzer (an amzer a ra) hervez urzh al lizherenneg: brav, fall, kaer, mat, put, ramp, tener, tomm, yen.
- Yenaat a ra an amzer. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 559.)
- Yenaet eo an amzer. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 559.)
- anvioù-gwan a vez staget ouzh ar ger amzer (an amzer a ra) hervez urzh al lizherenneg: brav, fall, kaer, mat, put, ramp, tener, tomm, yen.
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- Amzer vrav pa gan an alc'hweder
Pell hag uhel en aer. - Deiz Gouel ar Chandelour e sko ar Werc'hez ar vilienn er mor hag e tousa an amzer. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 322.)
- Gant kolo hag amzer
E teu da eogiñ ar mesper.
Troidigezhioù
Amzer gronologel
- alamaneg: Zeit (de) benel
- arabeg: وَقْت (ar) (waqt) gourel , زَمَن (ar) (zaman) gourel
- esperanteg: tempo (eo)
- euskareg: denbora (eu)
- galleg: temps (fr) gourel
- gresianeg: χρόνος (el) (chrónos) gourel
- italianeg: tempo (it) gourel
- islandeg: tími (is)
- iwerzhoneg: am (ga) gourel
- kembraeg: amser (cy) benel
- kerneveureg: termyn (kw) gourel , prys (kw) gourel
- luksembourgeg: Zäit (lb) benel
- nederlandeg: tijd (nl) gourel
- poloneg: czas (pl) gourel
- portugaleg: tempo (pt) gourel
- romañcheg: temp (rm) gourel
- saozneg: time (en)
- skoseg: àm (gd) gourel
- spagnoleg: tiempo (es) gourel
- vietnameg: thời gian (vi)
Amzer meteorologel
- alamaneg: Wetter (de) nepreizh
- arabeg: طَقْس (ar) (ṭaqs) gourel
- esperanteg: vetero (eo)
- euskareg: eguraldi (eu)
- galleg: temps (fr) gourel
- gresianeg: καιρός (el) (kairós) gourel
- italianeg: tempo (it) gourel
- iwerzhoneg: aimsir (ga) benel
- kembraeg: tywydd (cy) gourel , hin (cy) benel
- kerneveureg: kewer (kw) benel
- luksembourgeg: Wieder (lb) nepreizh
- nederlandeg: weer (nl) nepreizh
- poloneg: pogoda (pl) benel
- portugaleg: tempo (pt) gourel
- romañcheg: aura (rm) benel
- saozneg: weather (en)
- skoseg: aimsir (gd) benel , sìde (gd) benel
- spagnoleg: tiempo (es) gourel
- vietnameg: thời tiết (vi)
👁 Image
Gwelet ivez
- Ar pennad «amzer gronologel» e-barzh Wikipedia 👁 Pennad war Wikipedia
- Ar pennad «amzer yezhadurel» e-barzh Wikipedia 👁 Pennad war Wikipedia
- Ar pennad «amzer meteorologel» e-barzh Wikipedia 👁 Pennad war Wikipedia
👁 Image
Daveoù
Roll an daveoù:
- [1]: Ranko Matasović, Etymological Dictionary of Proto-Celtic, Leyden, Brill, 2009, p. 33-34.
Adtapet diwar « https://br.wiktionary.org/w/index.php?title=amzer&oldid=367989 »
