Brezhoneg
👁 Image
Etimologiezh
- Meneget er C'hatolikon (bara).
- Kar d'ar gerioù bara e kembraeg hag e kerneveureg, bairín en iwerzhoneg.
- Anavezet evel anv-tiegezh: Poezevara (pouez e vara).
👁 Image
Anv-kadarn
bara /ˈbɑːra/ hollek gourel
- Boued fardet bleud, dour, holen ha goell. Pobet (poazhet en ur forn) e vez gant ur pober peurliesañ.
- Bara gwenn d'ar c'hi, ha bara du d'ar mevel. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 17.)
- A-wechoù koulskoude, pa glañve ar vamm-gozh, ha ret dezhi chom war he gwele gant ar remm, Yun a yae, bep lun, d'ar vorc'h, da gerc'hat ur bara a bemp lur. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 31.)
- Ar gwellañ bara da zebriñ
A vez gounezet o c'hweziñ.[1]
- bara panenn
- bara du, vara gwenn
- bara ar Rouanez, bara ar Rouaned: seurt briochenn da-goulz Gouel ar Rouaned
- gounit bara
Troioù-lavar
Deveradoù
Gerioù kevrennek
- Soubenn an tri dra:
Dour, holen ha bara. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 308.) - Amañ emañ ar c'hiz da lavarout d'ar vugale:
Debrit bara sec'h
Hag e teuy tev ho prec'h. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 24.)
Troidigezhioù
👁 Image
Daveoù
Roll an daveoù:
- [1]: Dictionnaire breton-français, Troude, p. 795.
Italianeg
👁 Image
Anv-kadarn
bara benel; liester bare.
Kembraeg
👁 Image
Anv-kadarn
bara /'bara/
- Bara.
Kerneveureg
👁 Image
Anv-kadarn
bara /Distagadur?/
- Bara.
Adtapet diwar « https://br.wiktionary.org/w/index.php?title=bara&oldid=332621 »
