VOOZH about

URL: https://br.wikipedia.org/wiki/Ilfinieg

⇱ Ilfinieg - Wikipedia


Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Ilfinieg
👁 An ti-kêr

An ti-kêr
👁 Ardamezioù
Anv gallaouek Finyac
Anv gallek (ofisiel) Yffiniac
Bro istorel 👁 Bro-Sant-Brieg
Bro-Sant-Brieg
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Sant-Brieg
Kanton Langaeg (betek 2015)
Tregaeg (abaoe 2015)
Kod kumun 22389
Kod post 22120
Maer
Amzer gefridi
Denis Hamayon
2020-2026
Etrekumuniezh Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Sant-Brieg
Lec'hienn Web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 5 074 ann. (2023)[1]
Stankter 291 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 29′ 09″ Norzh
2° 40′ 34″ Kornôg
/ 48.4858333333, -2.67611111111
Uhelderioù kreiz-kêr : 10 m
bihanañ 5 m — brasañ 147 m
Gorread 17,44 km²
kemmañ 👁 Lennit teuliadur ar patrom


Ilfinieg[2] (Yffiniac e galleg) a zo ur gumun eus kanton Tregaeg e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh.

  • War lez genoù ar stêr Urn emañ Ilfinieg.

«Ilfiniac» eo ar stumm skrivet koshañ anavezet (1182)[3].

  • Bernard Tanguy (1992) : Ilfiniac, 1182; Iffiniac, 1207; par. d'Yffiniac, 1311, v. 1330; Affiniac, 1320; Yffyniac, 1418; Yfiniac, 1419; Affiniac, 1423; Eyffiniac, 1435; Yffiniac, 1435, 1490;

N'eus gerdarzh asur ebet evit an anv-mañ a ouzer hepken eo un anv a-orin galianek-ha-romanek.

  • Evit G. Taverdet (Prezidant ar Société française d'onomastique) e c'hallfe bezañ un emdroadur eus ar rummad anvioù evel "Épiniac", hag a verk lec'hioù a-hed un hent bras kozh[4].
  • Evit Bernard Tanguy e c'hallfe dont diwar anv ar gwez-ivin, pe un anv-den galianek-ha-romanek dizave "Ivinius"[5].
  • Ar gomz Ifinieg a vefe un anv-harz. Eus al latin fines : an harz, gant al lostger -iacus lakaet war e lec'h(Daveoù a vank).
👁 Image
En aour e leon en gul krabanet ha teodet en glazur.
Diwar ardamezioù tiegezh Pont-'n-Abad (siell 1384)[6]
  • Mervel a reas pemzek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel; ur soudard yaouank a varvas e 1947 en Alamagn p'edo e dalc'h Bro-C'hall

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 11,0 % eus anvioù-lecʼh ar gumun a zo brezhonek[15].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Sant Albin.
  • Chapel Sant Laorañs ar Seizh Sant hag he feunteun.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[16]. Dioueliet e voe d’ar 24 a viz Mae 1920[17].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
👁 Image
Annor
Aotrounez la Roche
En gul e bempdeliaouenn en erminoù
👁 Image
Berthelot
Aotrounez Bienluyvient ha Grandclos
En glazur e zri fenn leonparzh en aour, pep hini leinet gant ur vlourdilizenn ivez en aour
👁 Image
Le Bigot de la Villerabel
Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en argant e leon kudennek en sabel kurunet en gul ; ouzh 2 ha 3 en gul e greskenn en aour[18]
👁 Image
de Plédran

Aotrounez Beaurepaire ha la Villeguermel

  • En aour e seizh mailhenn en glazur, 3, 3, 1

[PPC]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
2020 → bremañ Denis Hamayon Strollad Sokialour Gall
2001 2020 Michel Hinault Strollad Sokialour Gall
1989 2001 Marcel Chaplain Strollad Sokialour Gall
1977 1989 Louis Marteil RPR
1965 1977 Pierre Cléret Strollad Sokialour Gall
1965 Mathurin Auffray
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Liammoù etrebroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
bro kêr abaoe
👁 Image
Alamagn
Wackersberg 2002
bro kêr abaoe
👁 Image
Aod an Olifant
Kolia 1992

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

👁 Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (br)Roll skoueriekaet kumunioù Breizh. Liste normalisée des communes de Bretagne, Ofis ar Brezhoneg, Eil embannadur, 2003, p.21.
  3. (fr)Bernard Tanguy, Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor, ArMen - Le Chasse-Marée, 1992, p.359.
  4. (fr)Gérard Taverdet, "Un tabou étymologique: le f en gaulois." Hieronymus I, 2007, p.10.
  5. (fr)Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor, ArMen - Le Chasse-Marée, 1992, p.359.
  6. (fr)Michel Froger et Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor et Ille-et-Vilaine, Froger & Pressenssé, 2008 (ISBN 978-2-908752-83-0)
  7. (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  8. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  9. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  10. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  11. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  12. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  13. (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  14. (fr)Memorial Genweb
  15. Jean-Yves Le Moing, Les noms de lieux bretons de Haute-Bretagne, Coop Breizh, 1990, p. 423
  16. (fr)Memorial Genweb
  17. (fr)Université de Lille
  18. (fr)Pol Potier de Courcy