VOOZH about

URL: https://br.wiktionary.org/wiki/eget

⇱ eget - Wikeriadur


Mont d’an endalc’had
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

👁 Image
Etimologiezh

Da dostaat ouzh ar ger kerneveurek eges, dezhañ ar memes ster. Deuet eus ar ger henvrezhonek hacet, diwar hac, «hag», evel ar ger kembraek nogyt «eget na» deuet eus nag. Met en abeg d'o damheñvelsoniezh ha d'o arster a stagell eo bet kemmesket an daou c'her eget hag evit a-wezhioù.[1]
E Geriadur Favereau e kaver "neged", roet evel stumm eus Eusa.
  • E kembraeg e kaver nog, noged, nogyd (Y Geiriadur Mawr), met nag eo ar stumm ordinal.

👁 Image
Stagell

Gour Furm
U1 egedon
U2 egedout
U3g egetañ
U3b egeti
L1 egedomp
L2 egedoc'h
L3 egeto/egete
D egedor

eget /e.ˈget/

  1. Stagell an derez uheloc'h.
    • Brasoc'h egetañ on.
    • Gwelloc'h, gwashoc’h egedout zo.
    • Sotoc’h eo eget gwechall, eget biskoazh.
    • Aesoc’h e oa eget boaz.
    • N’eo ket diaesoc'h eget an dra-se.
    • Blejal gwashoc’h eget un azen pennfollet
    • Debriñ muioc’h a voued eget ar re all.
    • Kavout gwelloc’h gwelout kein unan bennak eget e zremm.[2]
    • Kemer muioc’h eget nebeutoc’h.
    • Kompren gwelloc’h eget unan bennak, eget biskoazh[3]
    • Lakaat unan bennak izeloc’h eget ar c’hi, eget ar chas.
    • Mont pelloc’h eget ar vachelouriezh.
  2. En droienn eget na.
  3. Ober un dra bennak kentoc’h eget un dra bennak all.
    • kentoc’h eget ho tilezel.
  4. eget biskoazh
  5. Kent eget un dra bennnak.
    • kent eget an setañs, MDLM
    • kent eget o monet, MDLM
    • kent eget tremen deiz Gwener, GMJ
    • Gwelout kent evit.
  6. Estroc'h eget: Estreget
    • Estroc’h eget.
    • Estroc’h eget amañ.: «estreget amañ»
  7. Eget e.
  8. Eget ma.
    • Labourat a rez gwelloc’h eget ma ran-me.
  9. eget pa.
  10. Oc'hpenn eget .
    • Oc'hpenn eget ur c'henderv YABA 12/13

Gerioù heñvelster

Deveradoù

Implij

Ne vez implijet eget nemet en derez uheloc'h, ha ne vez ket implijet en derez kevatal.

Iskis

•Ur stagell n’eo ket anavet e-maez Bro Leon, a vez lavaret. Iskis eta e gavout

  • e kanaouennoù zo, bet dastumet gant Fañch an Uhel, hag e KAB 1.
  • dindan pluenn Loeiz Herrieu e Kammdro an Ankou hag e-barzh Yann Ar Baluc'henn.

•N’eo ket ken iskis avat gwelout an implij fall anezhi e EZM: fallimplij ur ger a oa estren da yezh voas ar skrivagner, pe reizhadenn graet gant ul Leonad (en adembannadur)? Da wiriañ.

Troidigezhioù

👁 Image
Gwelet ivez

👁 Image
Daveoù

Roll an daveoù: