VOOZH about

URL: https://br.wiktionary.org/wiki/Meurzh

⇱ Meurzh - Wikeriadur


Mont d’an endalc’had
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

👁 Image
Taolennadur miz Meurzh (2).

👁 Image
Etimologiezh

Amprestet digant al latin dies Martis «deiz an doue Meurzh».
Meneget er C'hatolikon (meurs).
Da geñveriañ gant ar gerioù Mawrth en kembraeg, Merth en kerneveureg.

👁 Image
Anv divoutin 1

Meurzh /ˈmœrs/ gourel (liester Meurzhioù /ˈmœr.zju/)

  1. Eil deiz ar sizhun hervez ar reolad ISO 8601. Dont a ra goude al Lun hag a-raok ar Merc'her.

Deveradoù

Deiz a-raok:
Lun
Roll an deizioù Deiz war-lerc'h:
Merc'her

👁 Image
Anv divoutin 2

  1. Trede miz ar bloaz en deiziadur gregorian, hag hervez ar reolad ISO 8601 ivez. Dont a ra goude miz C'hwevrer hag a-raok miz Mae.

Deveradoù



Miz a-raok:
C'hwevrer
Mizioù ar bloaz Miz war-lerc'h:
Ebrel

👁 Image
Anv divoutin 3

👁 Image
Ar blanedenn Veurzh. (1)

Meurzh /ˈmœrs/ benel

  1. (steredoniezh/astronomiezh) Pevare planedenn koskoriad an Heol diouzh he lec'h e-keñver an Heol.
    • Meurzh eo ar blanedenn douarheñvel pellañ diouzh an Heol. — (Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan, Koskoriad an Heol, 2006, p. 26.)
    • [...] em eus treset ur Meurzhiad, un den eus ar blanedenn Veurzh. — (Boussin, David, Takata ar Meurzhiad, 1999.)
Merc'her | Gwener | Douar | Meurzh | Yaou | Sadorn | Ouran | Neizhan

👁 Image
Anv divoutin 4

Meurzh /ˈmœrs/ gourel

  1. Doue roman ar brezel.

Deveradoù

Gerioù heñvelster

Planedenn (1):

Doue:

Troidigezhioù

Anv ar miz
Anv deiz ar sizhun
Planedenn ha Doue roman

👁 Image
Gwelet ivez