VOOZH about

URL: https://br.wiktionary.org/wiki/tevel

⇱ tevel - Wikeriadur


Mont d’an endalc’had
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

👁 Image
Etimologiezh

Savet diwar an anv-kadarn tav hag an dibenn-ger -el.
Meneget er C'hatolikon (teuell).
Da geñveriañ gant ar verboù tewi en kembraeg, tewel en kerneveureg.

👁 Image
Verb

tevel /ˈteː.vɛl/ verb gwan (displegadur)

  1. Na lavarout ger, chom dilavar.
  2. Paouez, pa gomzer eus ar glav, an avel...
  3. Paouez da ober trouz ( mouezh, benveg, mekanik).
  4. Tevel un dra: paouez gant un dra
  5. Tevel ur beg, ur genoù, tevel e veg, tevel e c'henoù, e vouezh, e zaeroù
  6. Tevel da ober un dra: paouez da ober un dra
  7. Tevel war un dra, war un den: chom hep komz eus un dra.

Doareoù-skrivañ all

En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet tewel.

Stumm all

Deveradoù

Troidigezhioù